Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



III


AR BUGELIG HAG E VAM


I

An intanvez ’lak he mabig
Klenk ’bars e gavel, kousket mig ;
A gempen ’neañ gant preder,
A ra d’eañ eur pok tener,

Ha skwis gant he dervez labour
En em ro d’an hun flourik-flour,
Heb ankoaat he zam peden
’Vel ma tere ous pep kristen.