Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Hon mantel vris ’n em astenno
War barkeier ha menezio.
II
— Takennig, takennig dour-gliz,
Te zo kouezañ, kouezañ diskwiz :
Daoust e kav d’it ’hellfes bezañ
Talvoudus en douar bras-mañ ?
— Ya laouen, ’mei, goall-dalvoudus
D’her boeta, d’hen lakat strujus !
— Penaus ’oufes-te hen ober,
Te ken bihan ha ken dister ?
— Bihan ha dister ec’h oñ-me,
’Met pa zo kals ’veldoñ ive
Ni ’c’hlebio abuilh ar prajou,
Ha ’dorro sec’hed ar bleuniou ! —