Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Dre ma rede er ruiou, e zivræc’h bras a oa kas-digas egiz re eur roenvier. Ken a zeuas eur wech da skei rust gant eur plac’h a gerze dirazañ o tougen dour ; he fod a oe gwintet en ær, hag an autrou Fich-Fich glebiet evel gant eur c’haouad glao. — Sodez-nai zo ’hanout ! e c’harmas ous en em heja, ha n’hellés ket gwelet e oann-me o tont war da lerc’h ? —
Pa oa e wreg savet beure-mat, ha c’houezet an tan ganti en oaled, setu-heñ lammout dious e wele, da redek ebars er gegin, en e roched blouc’h ha diarc’hen. — Ha te fell d’it e ve puluc’het an ti ? emezañ. Sell aze eur foeltren tantad tan goest da boaza eun ejen a-bez,