Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/272

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


N’en deus ket aoun da gaout dirag an Enebour,
Ha gant e vap hena ’lezo e vereuri.

En ti m’eo bet ganet e tremen an den koz,
Doue e yaouankiz p’her galv d’ar baradoz
En ehan gwenvidik ar zent hag an elez ;

E baotred a garo ivez parkou e dad,
A boanio kalounek evel kristenien vad
Hag o vont d’an iliz a bedo war e vez.