Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/268

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Pe zoken ober d’ei, meur ’wech,
Bepret an hevelep rebech :

— M’ho pije laret d’ho pautred
’N em glevet da chom unaned,

’N em glevet da chom unanet,
Ind ha ni ’vijemp ket trec’het ! —

Goude ober kanvou en de,
Trei-distrei ’rae war he gwele ;

Trei-distrei war he gwele plun,
Oc’h hirvoudi ekreis he hun ;

Rak en noz e wele arre
Stourm he zri mab ’bars he hunvre ;