Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/262

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Gant e droidel touellet,
War e lerc’h int a zo lampet.

O hast d’e dapout oa hanval,
’Met o c’hamejou dizingal ;

Dizingal oa o c’hamejou,
Dispar o nerz hag o blonsou.

Ho mab, pa wel emaint pellik
’N eil dious egile, a chom pik ;

Ar C’hurias henañ, a oa ’rok,
A zailh warnañ ’vel eur c’hilhok ;

’Met e nerz a oa disterat
Gant poan, skwizder, ha koll e voad.