Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/253

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Doareou ar oall-veskadeg :
Daou Horas ’n o gourvez, goadeg,

Hep buez war an douar dru
Glebiet, pell, gant poulladou ru ;

Glebiet, pell, gant poulladou ru ;
Hag ar C’huriased, a bep tu

’Oaskañ tenn war ’n Horas a chom
E-unan da zioall tud Rom.

Kri joa re Alba ’zav en nenv,
Gant stad ’reont deus o zud krenv ;

O youc’hadeg d’an nenv a zav,
Ar Romaned nec’het a dav.