Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/247

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




XXVIII


STOURM AN TRI BREUR


――――――


En envor d’am mignon gwechall G. Milin, a zo keuz d’ezañ gant neb a gar Breiz hag ar brezoneg.


Eur stourmad berr, mes kriz ha tenn.
G. M., Argad Abervrac’h.



I

’Tre ’n tri breur Horas, Romaned,
Hag an tri C’hurias, Albaned,

Pautred a ligneou uhel,
Brudet kaer en triouec’h brezel.