Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— N’oñ ket ’wid an tam fagoden,
Mui ’get laouenan ’wit barr dir,
’Meañ gant huanaden hir,
Hag heñ o sec’hañ ar c’houezen
A zeu dious e benn gleb-dour-teil ;
Red eo d’iñ hen lezel d’an eil.
Te, bet trec’h en triouac’h gouren,
Kaourintin, esa ; ha chans d’it ! —
Hemañ, ’oa eur gourenner krenv,
Gwevn e izili hag eskwit,
A skwiz neuze i elfo tenv
C’houeet tenn ; hep muioc’h gonit.
— Anez eur sikour deus an Nenv,
’Gav ket d’iñ ’n efe den ar maout.
Da dro Ouanig ! sur eo d’e gaout