Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Meurwech ’sellañ ar men ma oen laket dre guz ;
Pen-kenta d’am glac’har, d’am glac’har ankeniuz !
Roudo ’fell d’iñ gwelet ennañ
Lezet gant ma mam o oelañ…
Tu pe du, er vered ive ’hoñ kustum mont ;
’Met ’sort choaz ’rafen er mein hont ?
Paour-kæs plac’h, n’annveañ ma zud
Na beo war an douar, na marv er beio mud !
Parzek neve-amzer ’oñ goelañ, pell, siouas !
Dious an divrec’h am hargasas ;
Ma mam, daoust ha ’to ket true deus ma hirvoud ?
’Di ket d’am c’hlask war-dro ar men ’lec’h am lezjoud ?