Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR PAOUR-KÆS PLACH
(Dioc’h galleg Soumet.)
O kwitat eur c’housked trubuilhet ha ponner
Na ziskoue d’iñ nep hunvre kaer,
War ar grec’hien em eus pignet
Araug ar c’hentañ luc’h eus an heol binniget.
En eur fresk ma tihun al loened hag ar bleu,
Eun evnig a gane etoues spern-gwenn ar c’hleu ;
Gant e vam dener oa boetat ;
Ma teue ’n dour em daoulagat.