Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/231

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

’Weli ’tont melen eur wech c’hoas,
Honnes an diweañ, siouas !

Gant skeud ar marv ec’h out gronnet ;
Da yaouankiz a vo goenvet
Kent ewit yeod er prajeier,
Barro gwini ’mesk ar reier… »

Ya, mervel ’rañ ! ’n eur bar terrub
Avel ar mizio du am skub ;
Deio splann ma neve-amzer
Zo et ’rauk ’vel eur skeuden verr.

Koue, koue, delien re brim deut kos,
Er wenojen ’lec’h ’vo ma fos ;
Da lagad va mam glac’haret
Koach ar plas ma vin douaret !