Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/214

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Kos laboused c’hlas ar gwiriou
Sonn o fenn ha bras o genou.

Ne oa er vro gwiriou nikun,
Na war holen, na war vutun.

Butun hag holen a goust ker,
Na gouste, gwechall, an hanter.

Gwechall ne welec’h d’an dachen
O redek ar valtoterien ;

O redek, evel ar c’helien,
Ous c’houez ar zist d’ar varriken.