Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Er guir grechenïon, en dud vat é ouilein,
Hag er ré fal ataù dré ol doh ou goaskein !
Men Doué, arfleuet oh aveit hur pehedeu ;
Ni hun unan zou kauz de ol hur poénieu :
Pe vemb bet leal d’oh, é veh bet leal d’emb ;
Mes pelleit omb dohoh, ha hui bella dohemb.
Neoah, én hous arfleu, lan oh a vadeleah,
Hag ékreis hou vanjans hui genig d’emb er peah.
Truhé, men Doué, truhé ! ni zou hou pugalé ;
Deust d’en droug hun es groeit, pardonet d’emb arzé !
D’er ranteleah abeh, d’en Iliz e huañnad
Plijet genoh, men Doué, dakorein hou krad-vat ;