Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/187

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Drouklivet he chod, du he zae,
Sïoul he c’halon koulskoude. —



II


Arru kannadourien eun deiz, — en hanv,
Huela goad demeus a Vreiz,
Sternou arc’hant, dilhad melen ;
Kezeg glas, frank ha ruz o froen.

Ar gedour aba o gwelas — o tont, —
Da gaout ar roue a eas :
— Setu daouzek o tont d’al lae,
Digoret vo ar persier d’e ?