Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

er péh e zeli er vro dehé, hardéh eùé en er goulennant. Breihis e gollehé paud ag er péh e dalvant pe vehé lammet geté, dré gri, er péh ou diforh agrén azoh en dud aral. Haval é vehent doh er meni-Fransizion-sé e nah ou bro hag ou hanù reih, hag hum gav ér gér é kement léh e zou ar en doar. É sigur seùel ou inour, en en taulant d’en dias. Èl ma lar ur gazeten hugenaud galleg ha brehoneg, Kloc’h en Eutru P. Passy (1903, I, p. 4), « er garanté étré er pobleu e rink, eit doug fréh, bout harpet ar garanté er vro, ha honen ne vou meit ur geu, ma ne vé ket saùet ar er garanté tinér doh hur hornad bro, ha tour iliz hur parréz. Er Suis e zou rannet a gornadeu bras nen des hañni a nehé bili ar en aral, ha chetu perak er Suised e zalh kement doh ou bro. »

Ér republik vihan-sé é hes elkent pear lavar hag e zou, ne laran ket hembkin lausket de viùein é peah, mes konzet ha skriùet, get er ré e velestr er vro.