Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/163

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

        ’Wit birwiken, na petra ’ta,
Da Yann, mab pe niz Per, Jakez pe Wilhaouig,
Kentoc’h ’wit da Baul, pe d’iñ-me ?
        — Ar c’hustum, ar c’hiz, ’me Yannig,
A eure d’iñ bezañ perc’hen reis em lojig,
        Evel, ’rauk d’iñ, gwechall e oe
Ma zad kun, ma zad kos, ma zad, a re da re :
Pez a biaou ar re gos, war o lerc’h ’vez d’o map.
        Ma c’homaer, daoust hag e sonj d’oc’h
’Ve furoc’h ho lezen : « Pep tra da neb a dap » ?
— Ma, ma ! ’mei, kwit krozal pelloc’h,
Mont da vezañ barnet gant an autrou Pilpouz. —
Hemañ a oa eur c’haz ginidik a Gervouz,
        War e zrem eur min dousik-douz ;