Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Hag heñ lezel e dam en hent,
D’en em deurel er ster kenkent ;
Hogen ne gavas mann enni,
’Met dare d’añ en em veuzi.
Goasoc’h oa : goude kemendall
Pa deuas emaes, gleb-dour-dall,
E oa aet e gig didrous-kaer
’Beg eur wezen, gant eur c’haz laer.
’Oann ket ’vit miret a c’hoerzin,
’Welet ’sort stum oa war o min :
Ar c’hi, traou, o sellet adreus ;
Misik, kroec’h, ’lipat flour e c’hweus !