Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ober fistoulik d’ho mistri,
C’hoari gant bugale an ti ;
Hag ho kopr, evit kelo-ze,
A vo daou pe dri fred bemde ;

Pebez prejou, ma breurig ker !
Eskern koulmed hag eskern yer,
Tammou maout, ha kig ha kroc’hen,
Hag ober d’ec’h flourik, ouspen ! —

Gwilhaou ar bleiz, pa ’n deus klevet,
A zo deut joa en e speret ;
Joa en e galon a vleuas,
Ha gant karantez e oelas.