Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Guélet e hrér bleu er hlazen
É houiùein é sked er rozen ?

A hendaral, pep rumad tud e bieu er guir de hoarn ha de zesaùein lavar é gourdadeu ; hag er vro e garehé torrein er guir-sé a natur e huélehé droug é koéh geti. « Er Sauzon ne glaskant ket skrapein er guir-sé get er Geltied e chom én ou zer ranteleh, na get er Fransizion én ou inizi tost d’en Normandi ; ne hrant ket er geu-zé d’er Voéred hollandéz memb, e zou bet feahet dehé — hag hur Breihis nen dint ket bet feahet, ind ou des hum reit d’er Galleued a galon vat ha dré skriù get ou Dugéz Anna[1]. »

Breihis, eit hé ind konz brehoneg, e houi neoah biùein, hag, a pen dé ret, merùel kerklous èl bugalé aral Bro-Gal. Er péh e zeliant d’er vro, gredus int d’er gobér ;

  1. Ur houlen aveit dougein bri de lavareu pep kornad bras hur bro, de Ganbr er Lézennerion 1870 (é galleg), get er Hont a Charencey, H. Gaidoz ha Ch. Bro-C’hall, Paris, 1903, paj. 7 ha 8 a gent-skriù en eutru Gaidoz.