Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Hag e trois ma c’hein outi,
Daoust ne oa d’am heul den na ki ! —

Alan al louarn a laras
Da Wilhou gos, dal m’her c’hlevas :
— Gwir aoalc’h a larez, Gwilhou,
Da droiou-se ’welis o diou ;

Me oar e pez amzer, zoken,
Tigouezas d’it ober ’velhen :
’Oa pa oas-te hanter-vouget
Gant eun askorn es koug staget ;

Ar pez askorn adreus ’n es koug
A zo bet d’it tennet dizroug
Gant Marc’haridig ar c’hwibon,
Hir he beg ha mat he c’halon. —