Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Setu ma tibouf d’o skoazel,
Eur gelionen a denn-askel ;
Gwech war unan, gwech war eun all
E sailh broud-divroud, o voudal.
Evel ma red dreoll, buhan,
Eur c’horonal ’kreis an emgann
D’eünañ e dud, ha d’o zikour
Da drec’hi war an enebour,
Hi a c’hournij du-ma, du-hont,
A zeou, a gleiz, en eun taul-kont ;
A ra eun azezig, gant pres,
War fri chaotret ar pautr harnes ;
Panevet hi, war he menno,
N’afe biken an treo endro ;