Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/135

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Ha setu al louarn en e doull o lampat
Da zellet ac’hane seder ous ar flipat.
Paour-kaes azen ! Kaer ’n eus gwinkal ha diswinkal,
Ha blejal ken a lak an oll treo da strakal,

Seul-mui ’vez klask danta, seul-mui ’vez konnari,
Seul rustoc’h war e gein ’mañ ar fust o c’hoari…
Kals tud oa souezet p’edo ar pautr Martin
O kas a vazadou al leon d’ar vilin.


Meur a zod en em wisk e dilhad eun autro,
’Vez muioc’h stad ennañ ’vit pa ve penn ar vro ;