Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/131

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Lammet oe ’n eil gant eun taul kri,
O klask brud ar vrezelidi ;

An drede, ’oa chomet er ger
Da veva sioul ha dibreder,
P’edo ’tivarra eur wezen
A gouezas hag a varwas krenn.

Kriz vije ’r galon na oelze
Pa glewje doare an tri-ze ;
P’he c’hlewje digant ar c’hoziad,
An daerou en e zaoulagad.