Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Pep tra, war an tam douar-man,
Pa vez deut ar pred, a zihoan ;
A vleunv awechou, ha bepret
A oenv… pa vez arri ar pret.

Neuden va deiziou hag ho re
Zo e dorn an Autrou Doue.
Pini ane da genta ’vo
Troc’het gant gweltre an Anko ?

Piou ac’hanomp, va fautred paour,
A welo an heol melen-aour
Goude ’n tri all eus hon fewar ?
N’ez eus nemet Doue a oar.