Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/126

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

E benn gantañ a zo kollet ;
Ma zavfe ti, ne larañ ket.

— ’C’han ta ! ’meze o vousc’hoarzin,
Red eo laret n’oc’h ket goall-fin :
Petra dal d’eoc’h kement aked
’Wid eun amzer na welfot ked ?

Pegeit eta oc’h en gortos
Chom start war ho pipejou kos ?
Koulsoc’h eo d’ac’h brema sonjal
Er pec’hejou ’peus graet gwejall !

Kouls eo d’ac’h lezel pep preder
A zeu da vat gant hir amzer :