Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


2. — Kals a dud a zonj d’e e vez neb a gar ar brezoneg eun enebour da studi ar galleg ha da bep mennoz diwarben an deskadurez hag an araukât. Ze neket gwir, tam ’bet.

Spered broad Breiz a zo keltiek, dishanval dious hini lodennou all bro-C’hall gos, bet latinaet gant kleze Sezar ; neket laret, ewitse, e ve a-enep d’ezañ. Ken-ze, gounid a rafent o daou, o kerzet dorn ous dorn d’an emgann ewit lakât gouenn an dud da vont war wellât ; war an tam douar-ma, e tle pep den mat stourm ha poelladi ewitse, ma teuy gwir gouez an nerz da oannât ha nerz salvus ar gwir da grenvât bepret. Yez ar Fransizien a zo kaer ha krenv aoalc’h drezi he-unan, ewit lezel hep o heskina kement lennegez all izeloc’h a c’hall labourat a-unan ganti da griski brud vat hon bro.


Daoust ha bleuniou bris ar c’hlazen
A varv dindan skeud ar rozen ?