Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

P’edo e hun, laouen, war al letonen wak !
      Kenavo d’e holl levene ;
      D’ar gweledigezio euruz
A ziskouee d’eañ eur bed ken dudiuz !
Heñ ’zav e zaoulagad tristik, d’em glem d’an ne…
      Petra ’wel tro-war-dro, er gwe ?
Toud e vonedo kes war ben peb a varmous !
Hag i ober tailho, jestro hanval d’e re ;
      Krizañ o fri taltous,
      Ha dougen, ’veltañ, kroec’h
      Daoulagad ha divrec’h ;
C’hoarzet ’n ije aoalc’h, paneved e oall-nec’h !

      Komz a ra d’e gant eur vouez dous :
— Arri so de, ’peus ken ezom bonedo noz,
Rentet ’ne d’iñ eta, mar plich ! — ’N eur yez babous
Ec’h eilgeriont d’eañ gant mil ha mil chabous