Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/113

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



IX


AR MARC’HADOUR BONEDO KOTON


――――


Eur marc’hadour yaouank a ye dre ’n Amerik,
      War e gein eur valisennik
      Leun-tenn a vonedo koton ;
En e zorn eur vaz tenv, hag ekreis e galon
      Eun tammig lorc’h, gant eur joa don,
      O sonjal ’teufe da vea
Eun de, war bouez labour hag amzer, pinvik-mor :
Rak labour hag amzer ne reint, na petra ’ta ?
      ’Met kriski-kriski an tenzor
      A zant, pellik zo, bep ma ha,