Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



V


A p’er guél, stouiet é veg,
Arlerh é lon skoharnek,

Arlerh é lon é kerhet,
É voéz e zou goal souéhet.

— Doué ! emé hi, men dén kér,
Pé tro e hes groeit é kér ?

— Me moéz vat, me houi bremen
Em es groeit ur folleahen,

Un dro sot ha diavis,
Klah Landregér dré Géris,

E zou bet guéhral béet
Ér mor don, trihuéh goured !

M’ em es ahoel prenet spréd
Guerh tri hantér sahad éd,