Mont d’an endalc’had

Pajenn:Ernault - Gwerziou Barz ar Gouet.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Èl er rahed, el logod,
E grign pep hani é lod ;

Melion du ha melion ru,
É velionein a bep tu ;

Melion ru ha melion du,
E denn gran geté un tu,

Eit ou huhein, get predér
Didan doar, én ou ziér ;

Hoah, mar a laer askellet
Èl piked ha kegined ;

Èl kegined ha piked,
Er brenni hag er hlomed ;

Er hlomed hag er brenni,
Golvañned, iér, klujeri,