Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —

rans eo Jesus, ha goude Jesus, c’houi, ô Mari.




NAOVET DEVEZ.


————


Mari so esperans ar pec’her.


Goude bean crouet an env hag an douar, evel ma tisq dimp ar Scritur santel, Doue a grouas ive diou sclerijen, an eol hag ar loar : hanvel ous an eol, Jesus-Christ a sclerijen an dud just ; ha Mari hanvel ous ar loar a sclerijen ar bec’herien ebars an devoalijen deus ho fec’hejo. Voar zu ar loar-ze, eme eur Pap bras, Inosant III, a dle sevel he daoulagad, piou benag a so ebars en noz deus ar pec’het, evit m’ac’h ello dre voïen ar loar misterius-se, dre Vari, jouissan deus sclerijen an eol ar justis pehini eo Jesus-Christ.

Evit dougen ar bec’herien da laqet ho