Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/47

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 46 —



PEDEN.


O Mari, pesort fin e nefo ar pec’her-man pehini a so breman dirazoc’h ? Pa sonjan ebars er momet terrubl-se en pehini e vo ret d’hîn mont da renta cont da Doue deus ma bue, ha pa deuan da laqet em memor pegen lies, dre ma fec’hejo em eus scrivet ar setans deus ma c’hondaonasion, ar spont a deu d’em disec’han : O Refuj ar bec’herien, beet true ouzin : ar remors deus ma c’honsians a deu d’em piqat ; an ifern ac’h ortos ma maro evit ma acusin, ha Doue evit exercin he justis. Petra eta e teuîn-me da vean ? Hep ho sicour, Mari, hep mar ebet, e vîn coliet. Mes, ô Mari, obtenet d’hîn gant Doue ar glac’har dimeus ma fec’hejo, hag an ners d’hen caret a rest deus ma bue : mes dreist peb tra en heur deus ma maro, deut d’em souten, gant aon na deufe ar oel deus ma fec’hejo d’em laqet da goean en disesper.


————