disc. Pardon, Mari, ho calon am eus treuzet
Gant ar c’hleve dimeus ma fec’hejou :
Pegen ingrat, pegen coupabl ac’h on bet !
Mes c’houi, Mari, sellet ous ma daërou.
Dirac Jesus goulennet graç evidon
Na bec’hin qen biqen, biqen, Guerc’hes ;
D’ho Mab ha d’ac’h, me en em ro a galon,
D’ho Mab ha d’ac’h me a vo da ames.
M’ho car, Guerc’hes, hag a zezir ho caret
Evel ma re ma Salver er bed-ma ;
M’ho car, Guerc’hes ! ebars em c’halon bepret
Goude Jesus d’ac’h vo ar plaç qenta.
discan : Mari, ma itron,
Ma c’harante,
Renet em c’halon
Hag en nos hag en de.
M’ho car, Guerc’hes, ha croas ar menez Calvar,
Hoc’h eus glebiet gant c’hoervder ho taërou,
A respont d’în : ar Verc’hes ive ta gar,
Pa ro he Mab evit ta bec’hejou.
M’ho car, Guerc’hes, ha genac’h ez on caret
Pebes bonheur ! pebes tensor d’in-me !