Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/22

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 21 —

gonsiderin ar stad meurbet trist deus he ine, ar pec’her ec’h all martese caout disfians da vean chelaouet, ha da obten he bardon.

O ma breur, criet bepret voar gaat ar Verc’hes : evit guir ho peden drezi ec’h unan na verit qet bean chelaouet, mes beet sonj da biou enem adresset : enem adressin a ret da Vari pehini ac’h all obten tout digant Doue. C’houi pehini a bed, e me sant Anselm, ma na n’oc’h qet ding da vean chelaouet gant Doue, enemp adresset da Vari, ha merito Mari a bedo evidoc’h ; evit ma veso bepred, e me sant Bernard, Mari an hent dre behini ac’h er da Zoue, hag ar c’hanal dre behini e tisqen graso Doue e voar n’omp. C’honnes eta, Mari, eo ho carg, da enem lacaat en tre Doue hag ar pec’her : na neus ive netra a justoc’h, rag eur vam pehini a neus daou vugel, mar deu da c’houd penos a so casoni en tre-he, ha na ra-hi qet he fosubl evit oc’h unani ? Mari, e me sant Bernard, a so er memeus amser mam da Jesus ha d’an den : pe oel eur pec’her ebars en inimitie gant Jesus he Map, he foan a so bras ha na neus moïen a