Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



QENTAN DEVEZ


————

Salve Regina.

Ni ho salud Rouanez.


Pegen braz na dle qet bean hon fians en Mari, abalamour ma eo hon rouanez leun a drue.

Mari e neur vean bet huelaat beteg ar galite a vam da Roue ar Rouane e deus recevet digand an Iliz an titr, an hano a Rouanez : ha ze gand lec’h, rag mar eo ar Map Roue, ar vam a dle ive bean sellet ha c’hanvet Rouanez : ouspen, evel ma eo he Map Roue ar bed oll, Mari dre he c’halite a vam, a deu da gaout eun domani naturel ha guirion voar oll Rouantelez he Map.

Continuet eta, Mari, da ren en peuc’h, voar oll droajo ho Map ; distribuet d’imp-ni oll, ho sujidi, mado precius hon Roue.