Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/195

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

visericord Mari ! Piou a alfe anaveout, e me sant Per Damien, pegen lies ac’h eus bet, Mari, dousaat coler ar barner bras ? C’houi pehini ac’h eus entre ho taouarn an tensorio deus a visericord Doue. Piou c’hoas a alfe compren ar brez, an aqet gant pere Mari a deu da sicour eur pec’her pehini a oel goloet a c’houlio, hag exposet da enem goll evit james ? Penos eur vam qen mad, qen tener, a alfe chom bouarez ous he beden !

Ho ! nan, eme sant Bernard, deus ar pec’her memeus ar muian flerius, c’houi, Mari, n’ac’h eus qet a euz ! c’houi n’hen disprizet qet, pa deu da huanadîn d’ho caad, ha pa deu gant glac’har da c’houlen ho sicour. C’houi a asten de-han ho torn carantezus, c’houi hen ten deus an disesper, c’houi a rent de-han an esperans, hag an hini pehini a so dilezet, disprizet gant an oll, c’houi hen stard entre ho diou vrec’h, c’houi hen tom ous ho calon.


————