Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
NAVET DEVEZ VOARN’UGENT.
————
Ora pro nobis, peccatoribus.
Guir eo ec’h omp pec’herien vras ; mes Mari a so recourans ar bec’herien, ho advocades dirag Doue, hag ho zifen enep ho oll adversourien. Sant Efrem a c’halv Mari esperans ar bec’herien disesperet ; ar pors dirisq evit an hini a ve prest da veuîn ; refuj ha digemer an torfetourien. Dre-hi ec’h ellomp zevel beteg Doue ; hi eo a dor ar chadenno deus ar pec’het ; hi eo a iac’ha ar goulio deus an ine ; hi eo a spouron an droug sperejo, a zer an ifern, hag e ra disqen evoar-n-omp graso hep muzur. Mari, eme sant Bonavantur, pehini a so leun a vadeles, na deus qet a euz deus ar pec’her memeus ar muian abandonet, pell d’hen