Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - pedenn levr.djvu/148

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
— 147 —

iec’hed ; ar poaniet ar gonsolasion ; ar pec’her ar pardon ; ar just ar c’hresqans er c’hras ; an hevelep feson penos, pep den a c’hal caad lod en he madeles, memeus evit ar brasan pec’her e deus an teneran misericord.


EXEMPL.


{Levr Arc’h-Breuriez, pajen 20.)


Desire, oajet a dregont vloa, an despet d’he speret dous, franq ha leal, a nefoa enem leset da vean goneet gant qentello certen filosofet. Deus an eil fals creden en he ben, ac’h arru beteg laret penos na neus qet a Doue, penos gant ar vue-man ec’h achu tout, ha penos goude na neus na punision na recompans. Bean a nefoa euz ous ar relijion gatholiq, casoni ous ar veleïen, ha na nije desiret netra goeloc’h evit ho goelet distrujet. Coean e ra clanv, hag he glenvet a dosta a ne-han en ber amser d’he heur divean. He c’hoar, pehini oa eur plac’h vertuus, a eseas dre bep sort moienno hen laqat da antren en hent deus