Pajenn:Dizanv - colloque.djvu/3

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ
3
AVIS
EUS AN IMPRIMER.


Al levr-mâ a zo etre daouarn an oll. Profitabl eo evit an dud divar ar meas pere ho deus c’hoant da zisqui ar gallec. Ober a ra ar fondezon eus an descadurez er scoliou e kær ha var ar mæs.

Necesser eo d’an estranjourien pere a zeuont da chom e kær en qualite a varc’hadourien, hac ho deus isom da zrafiqua gant ar baïzantet.

Ar Collocou Gallec ha Brezonnec a so bet meur a vech laquet er goulou abaoue ar bloas 1660 ; mes er vech-mâ en offromp d’ar public cals difasiet ha peurachuet. Tennet euz a gostes ar pes a ïoa inutil hac enoüs. Cresquet e bet eus a veur a goms a zo en usaij. Hac ar pes a blijo davaniaij d’an estranjourien a