Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/63

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
54
SANT VAZE, XXVI.


(46) Hag ar re-man az ai kuit d’ar poaniou eternel ; mes ar re just az ai er vuez eternel.


CHABISTR XXVI.


GOUDE m’hen doe Jesus peur-lavaret an holl gomzou-ze, e lavaraz d’he ziskibien : (2) Gouzoud a rit ema ar Pask a-ben daou zervez, hag e vezo livret Mab an den evit beza crucifiet. (3) Neuze prinsed ar veleien, ar Scribed ha re Ancien ar bobl en em assamblaz e pales ar beleg-braz, galvet Caiphas, (4) hag en em guzuljont evit tapout Jesus dre finesse hag hen lakaad d’ar maro. (5) Mes lavaret a reant : Arabad e ve e-pad ar gouel, gant aoun na zavfe trouz e-touez ar bobl.

(6) Hogen pa oa Jesus en Bethani, en ti Simon, an den lôr, (7) e teuaz d’he gavoud eur vaouez, ha ganthi eur vessel alabastr leun a eôl a c’houez-vad ha precius meurbed, hag her skulliaz var he ben pa oa ouz taol. (8) He ziskibien, o velet kement-se, a oe indiniet, hag e leverjont : Da betra ar c’holl-ze? (9) Rag gallet e vije bet gwerza ker an eôl-ze, ha rei an arc’hant d’ar beorien. (10) Mes Jesus, o c’houzoud an dra-ze, a lavaraz dezhe : Perag e rit-hu poan d’ar vaouez-ze ? rag eun dra vad he deuz great em c’henver. (11) C’houi ho pezo peorien bepred ganeoc’h, mes n’ho pezo ket bepred ac’hanoun-me ; (12) ha ma he deuz-hi skulliet an eôl-ze var va c’horf, he deuz hen great evit va sebelia. (13) E gwirionez hen lavaran deoc’h, en pe leac’h-benag er bed holl ma vezo prezeget an Aviel-man, e vezo lavaret ive en memor anezhi, ar pez he deuz great. (14) Neuze unan euz an daouzec, hanvet Judas Iscariot, a ieaz da gavoud prinsed ar veleien, (15) hag e lavaraz dezhe : Petra a rofet-hu d’in-me, hag e livrin anezhan deoc’h ? Hag e countchont dezhan tregont pez arc’hant. (16) Ha divar neuze e klaske eun occasion vad-benag d’hen livra.

(17) Hogen, d’an deiz kenta euz a ouel ar bara hep goell, an diskibien a zeuaz da gavout Jesus, hag e leverjont dezhan : En peleac’h e fell d’id e preparfemp d’id evit dibri pred ar Pask ? (18) Hen a respontaz : It en kear da gavoud hen-a-hen, ha livirit dezhan : Ar mestr a lavar : Va amzer a zo tost ; ober a rin ar Pask en da di gant va diskibien. (19) Hag an diskibien a reaz evel m’hen doa Jesus gourc’hemenet dezhe, hag e preparjont ar Pask.