Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/455

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
446
I. S. PER, III.


(8) Er fin, bezit holl euz ar memeus santimant, o kemer an eil poaniou egile, oc’h en em garoud evel breudeur, leun a drugarez hag a volontez-vad ; (9) e-leac’h renta an droug evit an droug, na gwall-gomz evit gwall-gomz, bennigit kentoc’h, o c’houzout penaos da gement-se eo ez oc’h bet galvet, evit m’ho pezo ar bennoz evit heritach. (10) Rag, an hini a fell dezhan karoud ar vuez ha gwelet deiziou eürus, ra viro he deod diouz an droug, hag he vuzellou diouz ar c’homzou tromplus ; (11) ra zeuio da drei kein d’an droug, ha da ober ar mad, da glask ar peoc’h, ha da heuil anezhan. (12) Rag daou-lagad an Aotrou a zo var ar re just, hag he ziou-skouarn a zo aketus d’ho feden ; mes faç an Aotrou a zo a-enep ar re a ra an drouk. (13) Ha piou a rai droug deoc’h, ma c’heullit ar mad ? (14) Mes ha pa zeufec’h memeus da c’houzanv abalamour d’ar justis, e vefec’h eürus. N’ho pezet ket eta a aoun rag ar spount ho deuz c’hoant da ober deoc’h, ha na vezit ket nec’het ; (15) mes santifiit an Aotrou Doue en ho calonou. Ha bezit ato prest d’en em zifen gant dousder ha respet ouz ar re a c’houlen rezon diganeoc’h divarben an esperans a zo enoc’h ; (16) o kaoud eur goustians vad, evit ma vezo confontet er pez a lavar a-enep deoc’h ar re a zeu da damal ho comportamant vad er C’hrist, evel pa vijec’h torfetourien. (17) Rag gwelloc’h eo gouzanv, mar d’eo bolontez Doue, en eur ober ar mad, eged en eur ober an drouk. (18) Rag ar C’hrist ive hen deuz gouzanvet eur vech evit ar pec’hejou, an hini a oa just evit ar re injust, evit hon digas da Zoue ; o veza bet lakeat d’ar maro hervez ar c’hig, mes beoeet dre ar Spered ; (19) dre behini ive ez eaz da brezeg er prizon, (20) d’ar sperejou pere gwech-all a oa bet difeiz, pa c’hoarvezaz, en amzer Noe, ma oa patianted Doue o c’hortoz, evit ar vech diveza, e-pad ma oat o sevel an arc’h, en pehini eun niver bihan a dud, da lavaret eo, eiz den, a oe sauveteet a-dreuz an dour. (21) Hag an imach a gement-se, ar vadiziant (n’e ket an hini a lam kuit louzdoniou ar c’horf, mes an angajamant euz a eur goustians vad dirag Doue,) a zeu d’hon sauvetaad breman, dre resurrection Jesus-Ohrist ; (22) pehini o veza eat d’an env, a zo a-zeo da Zoue, ha dezhan e rank an elez, ar princelezou hag ar puissansou plega.