Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/435

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
426
HEBREED, X.

(17) rag goude ar maro eo e teu eun testamant da veza mad, pa’z eo gwir n’hen deuz nerz e-bed e-pad ma’z eo beo an hini hen deuz great anezhan. (18) Dre-ze ive an allians kenta n’eo ket bet etablisset hep rankout skullia goad. (19) Rag, goude m’hen doe Moises discleriet d’an holl bobl an holl gourc’hemenou euz al lezen, e kemeraz goad al loeou hag ar bouc’hed, gant dour ha gant gloan ruz, ha gant bodennou hysop, hag e strinkaz var al levr he-unan ha var an holl bobl, en eur lavaret : (20) He-man eo goad an allians pehini hen deuz Doue gourc’hemenet evidoc’h. (21) Strinka a reaz ive ar goad var an tabernacl ha var an holl vesseliou euz ar zervich. (22) Ha kazi an holl draou a vez purifiet gant goad, hervez al lezen, hag hep skul goad n’euz ket a bardon.

(23) Bed e oa eta d’an imachou euz an traou a zo en envou, beza purifiet evel-se, mes red e oa d’an traou celestiel beza purifiet gant sacrifisou excellantoc’h eged ar re-ze. (24) Rag ar C’hrist n’eo ket antreet en eul leac’h santel great gant daouarn an dud, imach an hini gwirion, mes ebarz an env zo-ken, evit gallout parissa breman e prezans Doue evidomp. (25) Nann evit en em offr he-unan meur a vech, evel ma teu ar beleg-braz da antren bep bloaz el leac’h santella gant eur goad ha n’eo ket he hini he-unan, (26) (rag neuze hen dije ranket souffr meur a vech abaoe m’az eo crouet ar bed) ; mes breman, eur vech hep-ken, da fin an oajou, ez eo en em ziskouezet evit lakaad fin d’ar pec’hed, ouz en em zacrifia he-unan. (27) Hag evel ma’z eo red d’an dud mervel eur vech, ha goude-ze e teu ar varn ; (28) evel-se ive ar C’hrist, o veza bet offret eur vech evit lemmel kuit pec’hejou kalz a dud, en em ziskouezo eun eil gwech hep pec’hed d’ar re a c’hortoz anezhan evit ar zilvidigez.


CHABISTR X.


HOGEN, al lezen, o veza n’he deuz ket an imach gwirion euz an traou, mes ar skeuden hep-ken euz ar madou da zond, na hell james dre ar sacrifisou-ze a vez offret ato, bep bloaz, renta parfet ar re a dosta outhe. (2) Anez e vije bet ehanet da offr anezhe, pa’z eo gwir ar re a rea ar zervich-se, eur vech ma vijent purifiet, n’ho divije bet mui santet ar beac’h euz ho fec’hejou. (3) Mes er sacrifisou-ze, e tigasser da zonj, bep bloaz, euz ar pec’hejou ; (4) rag impossubl eo e teufe