siellet evit dervez ar redemption. (31) Ra vezo taolet kuit euz ho touez pep c’houervder, pep kassoni, pep coler, pep scrijaden, pep gwall-deodat, hag ive pep drougviez. (32) Mes bezit mad an eil e-kenver egile, truezus, o pardoni an eil d’egile, evel ma hen deuz Doue pardonet deoc’h ive er C’hrist.
LASKIT eta beza henvel ouz Doue, evel bugale muia-karet ; (2) ha baleit er garantez, evel ar C’hrist, pehini hen deuz karet ac’hanomp, hag a zo bet en em offret he-unan da Zoue evidomp en offrans hag en sacrifis a c’houez-vad. (3) Diwallit na vezo zo-ken hanvet en ho touez, nag al lubricite, na louzdoni all e-bed, nag an avaristed ken-neubeud, evel ma’z eo deread da zent ; (4) na komz udur e-bed, na komz foll, na farcerez, pere a zo traou ha na gonvenont ket ; mes ra vezo klevet kentoc’h actionou a c’hras. (5) Rag anaoud a rit an dra-man, penaos den lubric e-bed, na den impur, na den avaricius, hag a zo ive eun idolatr, n’hen deuz lod en heritach euz a rouantelez ar C’hrist ha Doue. (6) Diwallit ne deufe den d’ho trompla gant komzou goullo ; rag abalamour d’an traou-ze eo e teu coler Doue var ar vugale dizent. (7) N’ho pezit eta lod e-bed ganthe. (8) Rag gwechall e oac’h tevalijen, mes breman ez oc’h sclerijen en Aotrou ; baleit evel bugale ar sclerijen ; (9) rag frouez ar Spered a zo en pep seurt madelez, er justis hag er wirionez. (10) Klaskit anaoud ar pez a zo agreabl da Zoue. (11) Ha n’ho pezet lod e-bed en oeuvrou difrouez an devalijen, mes kentoc’h condaonit anezhe. (12) Rag mezus eo memeus lavaret an traou a ra an dud-se en kuz. (13) Mes kement tra a zo condaonet a zo diskouezet gant ar sclerijen ; rag kement tra a ziskouezer a zeu da veza sclerijen. (14) Abalamour da ze ez eo bet lavaret : Dihun, te pehini a gousk, ha sav a-douez ar re varo, hag ar C’hrist a sclerijenno ac’hanoud.
(15) Lakit eta evez, ha baleit eün, n’e ket evel tud foll, mes evel tud fur ; (16) prenit an amzer ; rag deveziou fall a ra. (17) Rag-se na vezit ket diboell, mes comprenit pehini eo bolontez an Aotrou. (18) Diwallit d’en em vezvi gant gwin, pehini a zoug d’an diroll ; mes bezit leun euz ar Spered ; (19) komzit etrezoc’h assambles dre salmou, hymnou ha canticou spirituel, en eur gana hag en eur sal-