Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/353

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
344
II. CORINTIED, II.

ive kalz o renta grasou da Zoue a gement-se evidomp.

(12) Rag ar pez a ra hor meuleudi, eo an desteni-man euz hor c’houstians, penaos ez omp en em gomportet er bed, ha dreist holl en ho kenver-c’houi, gant simplicite hag eünder dirag Doue, nann gant eur furnez kigus, mes gant gras Doue. (13) Rag na scrivomp deoc’h netra nemed ar pez a lennit, hag ive a anzavit, hag ec’h esperan hen anzavfot beteg ar fin ; (14) evel ma hoc’h euz ive anzavet eun neubeud benag, penaos ez omp sujet a c’hloar deoc’h, evel ma veot ive deomp-ni en deiz an Aotrou Jesus.

(15) Hag er fizians-ze eo e felle d’in mond d’ho kwelet araog, evit ma c’heljec’h receo eur c’hras all ; (16) ha mond neuze euz ho pro da Vacedonia ; ha distrei goude euz a Vacedonia d’ho kavoud, ha beza ambrouget ganeoc’h var-zu ar Jude. (17) Hogen, pa en em broposen kement-se, hag hen great em euz-me dre skanvadurez, pe daoust hag hervez ar c’hig e sonjan ober ar pez a fell d’in, en hevelep doare ma vez ganen-me, ia, ia, ha, nann, nann ? (18) Doue pehini a zo gwirion, a zo test d’in penaos ar ger hoc’h euz recevet diganeomp n’eo ket bet ia ha nann. (19) Rag Mab Doue, Jesus-Christ, pehini a zo bet prezeget deoc’h ganeomp-ni, da lavaret eo, ganen-me, gant Silvanus, ha gant Timoteus, n’eo ket bet ia ha nann ; mes pep tra a zo ia enhan. (20) Rag kement a zo euz a bromessaou Doue, a zo holl ia enhan : dreizhan eta ive an Amen, evit gloar Doue dreizomp-ni. (21) Hogen, an hini a grenva ac’hanomp ganeoc’h er C’hrist, hag hen deuz eoliet ac’hanomp eo Doue, (22) pehini hen deuz hor siellet gant he ziel, hag hen deuz roet deomp en hor c’halonou an arrez euz he Spered.

(23) Hogen kemer a ran Doue da dest var va ene, penaos evit hoc’h espern eo n’oun ket eat c’hoas da Gorint. N’e ket m’hor be c’hoant da zomina var ho feiz-c’houi, mes ken-labourerien omp d’ho choa, pa’z eo gwir dre ar feiz eo e choumit stard.


CHABISTR II.


DECIDET em boa eta enoun va-unan na’z ajen mui d’ho kavout gant tristidigez. (2) Rag mar deuan da rei tristidigez deoc’h, piou a roio joa d’in-me, nemed an hini a vezo bet lakeat ganen en dristidiguez ? (3) Ha scrivet em euz