Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/34

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
25
SANT VAZE, XIII.

daou-lagad ho deuz serret, gaut aoun da velet gant ho daou-lagad, da glevet gant ho diou-skouarn, ha da gompren gant ho c’halon, gant aoun ne zistrofent, ha na zeufen-me d’ho iac’haad. (16) Mes, eürus oc’h dre ma hoc’h euz daou-lagad hag a vel ha diou-skouarn hag a glev. (17) Rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, kalz a brofeted hag a re just ho deuz c’hoanteet gwelet an traou a velit, ha n’ho deuz ket ho gwelet ; ha klevet an traou a glevit, ha n’ho deuz ket ho c’hlevet.

(18) Comprenit eta c’houi parabolen an hader : (19) an den a glev ger ar rouantelez, ha na gompren ket anezhan, an drouk-spered a zeu, hag a skrap ar pez a zo bet hadet en he galon ; hennes eo an hini hen deuz recevet an had a-hed an hent. (20) Hag an hini hen deuz recevet an had el leac’hiou meinec, hennes eo an hini a zelaou ar ger hag a receo anezhan kerkent gant joa ; (21) mes n’hen deuz ket a c’hrizien enhan he-unan ; ne bad nemed eur pennad, ha pa zeu affliction pe bersecution abalamour d’ar ger, e vez kerkent scandalizet. (22) Hag an hini hen deuz recevet an had e-touez ar spern, hennes eo an hini a zelaou ar ger ; mes sourciou ar bed-man ha tromplerez ar madou a voug ar ger, hag e teu da veza difrouez. (23) Mes an hini hen deuz recevet an had en douar mad, hennes eo an hini a zelaou ar ger hag a gompren anezhan, hag a zoug frouez, en hevelep doare ma rapport darn kant kemend all, darn tri-ugent, ha darn all tregont.

(24) Eur barabolen all a broposaz dezhe, en eur lavaret : Rouantelez an envou a zo henvel ouz eun den pehini hen doa hadet had mad en he bark. (25) Mes, e-pad maoa kousket an dud, he enebour a zeuaz, hag a hadaz ivre e-touez ar gwiniz, hag a ieaz kuit. (26) Pa oe diwanet an had, ha deuet he frouez, an ivre en em ziskouezaz ive. (27) Mevelien ar pen-tiegez a ieaz neuze d’hen kavout, hag a lavaraz dezhan : Aotrou, ha n’ec’h euz-te ket hadet had mad en da bark ? A be leac’h eta e teu ma’z euz ivre enhan ? (28) Hag hen a lavaraz dezhe : Eun enebour eo hen deuz great an dra-ze. He vevelien a lavaraz dezhan : Ha te a fell d’id ez afemp d’ho zenna ? (29) Hag hen a lavaraz : Nann, gant aoun en eur denna an ivre, na zic’hrizienfac’h ive ar gwiniz ganthan. (30) Lest-he ho daou da greski assambles