Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/246

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
237
ACTOU AN EBESTEL, VII.

Isaac hen doe Jacob, ha Jacob an daouzec patriarch. (9) Hag ar patriarched, dre anvi ouz Josef a verzaz anezhan evit mond d’an Ejypt ; mes Doue a oe ganthan. (10) Hen delivra a reaz euz he holl afflictionou, hag e roaz dezhan gras ha furnez dirag Pharaon, roue an Ejypt, pehini hen lekeaz da c’houarner var an Ejypt ha var he di holl. (11) Neuze e c’hoarvezaz eur gernez vraz en holl vro an Ejypt, hag en Canaan, hag eur vizer vraz, en hevelep doare ne gave ket hon tadou a vevans. (12) Mes Jacob, o veza klevet e oa ed en Ejypt, a gassaz di hon tadou, eur vech kenta. (13) Ha d’an eil gwech, e oe anavezet Josef gant he vreudeur, ha Pharaon a zeuaz da anaoud famil Josef. (14) Neuze Josef a lakaz kerc’hat Jacob he dad, hag he holl gerent, a oa anezhe pemzec den ha tri-ugent. (15) Jacob eta a ziskennaz en Ejrpt, hag e varvaz eno, hag hon tadou ive, (16) hag e oent digasset da Sichem, ha lakeat er bez a oa bet prenet gant Abraham, a briz arc’hant, digant mipien Hemor, tad Sichem. (17) Mes, evel ma tostae an amzer euz ar bromessa, hen doa great Doue gant le da Abraham, ar bobl a greskaz hag a zavaz stank en Ejypt, (18) bete ma teuaz en Ejypt eur roue all, ha n’hen doa ket anavezet Josef. (19) Ar roue-ze, o c’hoari dre finessa a-enep hon tud, a walldretaz hon tadou, beteg ober dezhe teurel er meaz ho bugale vihan, evit harz ne vijent dalc’het en buez. (20) En amzer-ze eo e c’hanaz Moises, a oa eur bugel kaer meurbed dirag Doue hag a oe maget e-pad tri miz en ti he dad. (21) Goude-ze, pa oe bet dilezet, merc’h Pharaon a gemeraz anezhan, hag a reaz hen sevel evel he mab he-unan. (22) Ha Moises a oe desket en holl skianchou an Ejyptianed ; hag e oa galloudec e komzou hag en oberou. (23) Mes, pa oe deuet d’an oad a zaou-ugent vloaz, e teuaz en he galon mond da velet he vreudeur, bugale Israel. (24) Hag o velet gwall-dreti unan anezhe heb rezon, e tifennaz anezhan, hag e venjaz an hini a oa gwasket, en eur laza an Ejyptian. (25) Hogen, credi a rea e teuje he vreudeur da gompren e tigasse Doue dezhe an delivrans dre he zorn ; mes ne gomprenjont ket kement-se. (26) An deiz var-lerc’h, en em ziskouezaz dezhe pa oant oc’h en em ganna, hag ec’h aliaz anezhe da veva en peoc’h, en eur lavaret : Tud, breudeur oc’h ; perag en em wall-dretit an eil egile ?