Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/190

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
181
SANT IAN, V.

na gredit ket, nemed gwelet a rafec’h siniou ha miraclou. (49) An Aotrou-ze euz ar palez a lavaraz dezhan : Aotrou disken, araog ma varvo va bugel. (50) Jesus a lavaraz dezhan : Kea, da vab a vev. An den-ze a gredaz ar pez hen doa lavaret dezhan hag ez eaz ac’hane. (51) Ha, pa oa o tisken, he zervicherien a zeuaz d’hen dialben hag a annonsaz dezhan ar c’helou-man : Da vab a vev. (52) Goulen a reaz diganthe da bed heur e oa en em gavet gwelloc,h. Hag e leverjont dezhan : Deac’h, d’ar seizved heur ez eaz an derzien diganthan. (53) Hag an tad a anavezaz e oa d’an heur-ze ive hen doa lavaret Jesus dezhan : Da vab a vev ; hag e credaz, hen hag he holl diegez.

(54) Jesus a reaz an eil miracl-man pa oa deuet euz a Jude d’ar Galile.


CHABISTR V.


GOUDE-ZE en em gave eur gouel euz ar Judevien, ha Jesus a zavaz da Jerusalem. (2) Hogen, en Jerusalem, tost da zor an Denved ez euz eul lenn, galvet en hebrach Bethesda, hag he doa pemp porched. (3) Eno e oa gourvezet eun niver braz a dud klanv, tud dall, tud kam ha tud paralizet a oa o c’hortoz ma vije mesket an dour. (4) Rag eun eal a ziskenne, da eur poent a vije, ebarz al lenn, hag a veske an dour. Ar c’henta a iea ebarz pa vije bet mesket an dour, a vije eta pareet, n’euz fors gant pe seurt klenved e vije dalc’het.

(5) Hogen, bez’ e oa eno eun den hag a oa klanv abaoe eiz vloaz ha tregont ; (6) Jesus, o velet anezhan gourvezet, hag o c’houzoud e oa klanv abaoe pell amzer, a lavaraz dezhan : Ha te a fell d’id beza pareet ? (7) Ar c’hlanvour a respontaz dezhan : Aotrou, n’em euz den evit va zeurel ebarz el lenn, pa vez mesket an dour ; hag e-pad ma ven o vond, unan all a zisken araog d’in. (8) Jesus a lavaraz dezhan : Sav, kemer da vele, ha kerz. (9) Ha rag-tal an den a oe rentet pare ; hag e kemeraz he vele, hag e kerzaz. Hogen, an deiz-ze a oa deiz ar sabbat.

(10) Ar Judevien eta a lavare d’an hini a oa bet pareet : Hirio ema ar sabbat ; n’eo ket permetet d’id kas ganez davele. (11) He-man a respontaz dezhe : An hini hen deuz va iac’heet, hen deuz lavaret d’in : Kas ganez da vele ha kerz. (12) Hag e c’houlenjont diganthan : Piou eo an den-ze hen deuz lavaret d’id : Kas