unan diouthan, hag ive he vugale hag he loened ? (13) Jesus a respontaz dezhi : Piou-benag a ev euz an dour-ze hen devezo sec’hed adare ; (14) mes piou-benag a evo euz an dour a roin-me dezhan, n’hen devezo biken mui a zec’hed, mes an dour a roin dezhan a deuio da veza enhan eur vammen dour hag a zavo evit ar vuez eternel. (15) Ar vaouez a lavaraz dezhan : Aotrou, ro d’in euz an dour-ze, evit n’am bezo mui a zec’hed, ha na zeuin mui aman da denna dour.
(16) Jesus a lavaraz dezhi : Kea, galv da bried, ha deuz aman. (17) Ar vaouez a respontaz dezhan : N’em euz pried e-bed. Jesus a lavaraz dezhi : Lavaret mad ec’h euz : (18) N’em euz pried e-bed ; rag pemp pried ec’h euz bet ; hag an hini ec’h euz breman n’eo ket pried d’id ; ar wirionez ec’h euz lavaret var gement-se.
(19) Ar vaouez a lavaraz dezhan : Aotrou, gwelet a ran ez oud eur profet. (20) Hon tadou ho deuz adoret var ar menez-man, ha c’houi a lavar penaos al leac’h e pehini ez eo red adori a zo en Jerusalem. (21) Jesus a lavaraz dezhi : Maouez, cred ac’hanoun ; an amzer a dosta ne adorfot mui an Tad na var ar menez-man, nag en Jerusalem. (22) C’houi a ador ar pez na anavezit ket ; ni a ador ar pez a anavezomp ; rag ar zilvidigez a zeu euz ar Judevien. (23) Mes dond a ra an heur, ha deuet eo dija, ma teuio ar gwir adorerien da adori an Tad en spered hag en gwirionez, rag an Tad a c’houlen ar seurt adorerien-ze. (24) Doue a zo Spered, ha red eo d’ar re a ador anezhan, hen adori en Spered hag en gwirionez.
(25) Ar vaouez-se a respontaz dezhan : Gouzoud a ran e tle dond ar Messi, an hini a c’halver ar C’hrist ; pa vezo deuet, e tisclerio deomp pep tra. (26) Jesus a lavaraz dezhi : Me, pehini a gomz ouzid, eo hennes.
(27) Var gement-se e teuaz he ziskibien, hag e oant souezet o velet ma komze gant eur vaouez ; koulskoude hini anezhe na lavaraz dezhan : Petra a c’houlennez-te ? pe : Perag e komzez-te ganthi ?
(28) Neuze ar vaouez a lezaz he fod-dour, hag a ieaz en kear, hag a lavaraz d’an dud : (29) Deuit da velet eun den hag hen deuz lavaret d’in-me kement tra em euz great ; daoust ha na vez ket hennes ar C’hrist ? (30) Sortial a rejont eta euz kear, hag e teujont etrezeg enhan.