Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/181

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
(172)


AN AVIEL HERVEZ SANT IAN.
————
CHABISTR I.


E pen-kenta e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue. (2) Er pen-kenta e oa gant Doue. (3) Pep tra a zo bet great ganthan, ha netra a gement a zo bet great, n’ed eo bet great hep-han. (4) Enhan e oa ar vuez, hag ar vuez a oa sclerijen an dud. (5) Hag ar sclerijen he deuz lugernet e-kreiz an devalijen, hag an devalijen n’he deuz ket he digemeret.

(6) Bez’ e oe eun den, hanvet Ian, hag a oe digasset a-berz Doue. (7) Dond a reaz evit beza test, evit renta testeni d’ar sclerijen, evit ma credje an holl dre enhan. (8) N’e ket hen a oa ar sclerijen, mes digasset e oa da renta testeni d’ar sclerijen.

(9) Ar gwir sclerijen, hag a sclera pep den, a oa o tond er bed. (10) Er bed e oa, hag ar bed a zo bet great ganthan ; mes ar bed n’hen deuz ket he anavezet. (11) Deuet eo e-touez he dud he-unan ; hag he dud he-unan n’ho deuz ket digemeret anezhan. (12) Mes d’ar re holl ho deuz hen digemeret, hen deuz roet ar galloud da veza bugale da Zoue, da lavaret eo, d’ar re a gred en he hano, (13) pere n’int ket ganet euz ar goad, nag euz a volontez ar c’hig, nag euz a volontez an den, mes euz a Zoue.

(14) Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.

(15) Ian a desteniaz divar he ben, pa zavaz he vouez en eur lavaret : Setu aman an hini divarben pehini e lavaren ar c’homzou-man : An hini a zeu var va lerc’h a zo huelloc’h eged’oun, rag araog d’in e oa.

(16) Hag holl hon euz bet deuz he leunder, ha gras evit gras. (17) Rag al lezen a zo bet roet dre Voises, mes ar c’hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jesus-Christ. (18) Den e-bed n’hen deuz biskoas gwelet Doue ; ar Mab unic, pehini a zo en askre an Tad, eo an hini hen deuz hen roet da anaoud.

(19) He-man eo an desteni a